Lakaet e vo Jeanne Malivel war wel evit 100vet deiz-ha-bloaz he marv
Setu kant bloaz zo e oa marvet an arzourez Jeanne Malivel. Evit ar c'hantved deiz-ha-bloaz e kinnig Skol Uhel ar Vro un heuliad darvoudoù e Gwened evit dizoleiñ buhez an arzourez hag he arz. Muioc'h a ditouroù gant Laorañs Brisson, levraouegerez e mediaoueg Skol Uhel ar Vro.
Laorañs Brisson a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Da 10e mintin e vo an atalier engravadurioù disadorn ha da 3e goude mern prezegenn Olivier Levasseur. An diskouezadeg diwar-benn Jeanne Malivel hag ar Seiz Breur a c'heller gwelet betek ar 14 aviz C'hwevrer e ti ar vro Gwened. Digoust eo pep tra.